Ameli Penn-koumoul. Kousket e peoc'h

Ameli Penn-koumoul. Kousket e peoc'h

Auteur(s) Maguy Kerisit-Louédoc (Auteur)
Editeur(s) TES
Date de parution : 11/06/2008
Collection(s) Koad glas
Série(s) Ameli Penn-koumoul

Quatrième de couverture :

Kousket e peoc'h

Kousket e peoc'h, Kermabeuzeniz ? Ya, 'michañs ! Petra 'yafe da zirenkañ an dud dre o hun ? Goulennit digant Ameli Zeuffig hag he c'henitervez Manu 'ta : gant o mignoned Yanis hag Ervin emaint o vont da glask penn da wall gudennoù. Arabat disoñjal Roc'han ar c'hi mat, a oar c'hwesha pelloc'h eget beg e fri du.

Ne vez ket ken sioul-se maezioù ar vro, pa zeu aotrounez pinvidik zo da glask ober skrap war an douaroù-labour, diwar-goust ar c'hounideien, kozh ha yaouank ! Ha gouest e vo ar re-se da zifenn o fea-dra ? Feiz, evel-just, ne sell ket ouzh ar vugale. Nag ouzh ar c'hazetenner Simeon Mewar. Met... pa stag ar saout da vervel, ha pa gemer paotr al lizhiri skwer warno, daoust ha ne sell ket ouzh holl dud ar vro ? A, gwir eo avat : 'benn neuze e sell ouzh ar polis. Kavet a ra deoc'h e chomo Ameli puchet en he c'hornig evit kelo-se, da sellet ha gortoz diwezh an abadenn ? Blev...

Ar rummad Koad Glas a zo un dastumad romantoù berr evit ar skolajidi. Lakaet e vez ar gaoz war bed ar grennarded : o soñjoù, o buhez pemdez, o hunvreoù... Peadra, 'michañs, da gaout plijadur o lenn e brezhoneg.

Disponible sur commande en 5 à 8 jours
14.20 €
Tous les prix incluent la TVA
Click & collect retrait librairie
Réservation en ligne, retrait gratuit en librairie
Ou livraison à domicile
Ean : 9782912905895
Format et Reliure : Livre
Pages : 151
Hauteur : 20.0 cm
Largeur : 14.0 cm
Epaisseur : cm